Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/271

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 Ebrel
271
sant leon ar bras

tius, unan a bep tu d’ezan, ar pab santel a guitaas Rom evit mont da dizarben ar varbared a gavas en kichen Mantou, war lez ar ster Mincio. Gwiskan a reas raktal e zilhad-iliz hag en em ziskouezas da Attila. Heman a zigemeras anezan gant doujanz hag a roas d’ezan e c’houlenn.

Ar varbared a oa souezet o welet o roue o plegan evel m’en devoa grêt, mes hen a respontas en devoa souzet, nan abalamour d’an hini a gomze outan, mes abalamour d’an hini a oa drek e gein, e zorn krog en e gleze noaz, hag a c’hourc’hemenne d’ezan ober ar pez a c’houlenne outan kannad ar Romaned.

Sant Per eo a oa evelse drek sant Leon, epad ma komze ouz Gwalen Doue.

Goude an tol kaer-ze, Leon a oe lezhanvet ar Bras gant ar Romaned.

Tri bla goude, Jenserik, roue ar Vandaled, grêt tro an Afrik, ar C’hors hag ar Sisil gantan, a dostae, d’e dro, da Rom gant eun arme vras. Ar strafuilh a zavas dre holl. Sant Leon en devoe kalon awalc’h adarre da vont da gaout ar roue barbar, ha, ma ne viras ket outan da laerez kêr, e viras outan, da vihanan, da lazan kêriz ha da zêvi o zier (455).

Sant Leon en deus lezet tri lizer ha seiz-ugent hag eur brezegen ha kant. Bezan e oa, hep mar ebet, ar brudetan den eus e amzer. Mervel a reas d’an 10 a viz du 461. D’an 11 a viz ebrel war-lerc’h, e oe chanchet plas d’e gorf, hag abalamour da ze, e ve grêt e ouel da genver an de-ze. Lezhanvet eo bet doktor an Inkarnasion.

————


KENTEL


Kement mad a deu war an douar a deu dre an Iliz


« Tra souezus, eme Vontesquieu, ar relijion gristen, hag a lavarfed n’he deve ken karg nemet hon lakat da dizout eürusted ar bed-all, a ra d’imp tizout hini ar bed-man, war ar marc’had. »

Ha re wir eo. Eienen ar binvidigez eo al labour. Hogen, piou en deus troet an dud war al labour, war labour ar spered ha war labour ar c’horf, ma n’eo ket an Iliz eo ?

Arôk m’oa deut Jezuz-Krist war an douar, ne gared ket al labour. Aristot ha Platon, an daou gaeran doktor a vevas etouez ar baganed, a lavare ne zeree ket ouz an den labourat.

Ar sklavour, evite, ne oa ket den, eur sklavour oa ha netra ken.

Mes Jezuz-Krist a zo deut, ha daoust d’ezan da vezan mab da Zoue, dre e dad, ha mab-bihan da roue, dre e vamm, eo bet falvezet gantan tremen e vue en ti-labour Jozef ar c’halvez, e dad-mager, hag en doare-ze, en deus santelaet al labour.