Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
5 Genver
sant konvoion


En amzer-ze (833), an impalaer Loeiz a oe prizoniet gant e vugale. Nominoë a gemeras e du ac’hane evit ober eur bale betek manati Redon. Dont a rejod da lavaret d’an abad e oa letanant an impalaer o c’hedal digor en kichen an nor-dal. Kerkent, Konvoion hag e venec’h a yeas da benn hent d’ezan hag e zigemeras gant lidou kaer. Kalon Nominoë a dride, en de-ze, gant al levenez. Kennerzi a reas servicherien an Otrou Doue ; goulenn a reas sikour o fedennou, ha prometi ober vad d’eze bemde, epad e vue.

Ouspen lavaret a reas, rak kinnig a reas d’eze, evel leve, an douarou a oa gant an abati hag ar re dostan tro-war-dro. En em dremen a reas ken brao, zoken, diouz an impalaer, ma stagas heman pemp parouz-all bennag ouz ar pez a oa roët ’benn neuze. (30 a viz est 836).

Menec’h Konvoion a labouras an douarou-ze. Tiegeziou Bretoned a zavas warneze a-gle hag a-zeou ; an hent a roë digor d’ar C’hallaoued da zailhat war Vreiz a oa stanket. Menec’h Redon o devoa grêt an tôl.

D’an 20 a vezeven 840, Loeiz, impalaer ar C’hallaoued, a varve. Nominoë, raktal, a zispakas banniél Breiz sonn hag uhel. Mab Loeiz, ar roue Charlez ar Moal, a c’hoantaas ober d’ezan he flegan, mes trec’het e oe en Ballon, en miz mezeven 845. Breiz a oa astennet, da vat, betek stêr Redon.

Nominoë a gasas neuze e vignon Konvoion da Rom, gant eur gurunen aour ha perlez, da ginnig, en e hano, da Leon IV, a oa neuze war Gador sant Per.

Eskibien a oa d’ar c’houlz-ze, en Breiz, re Wened, Kemper, Kastel-Pol ha Dol, hag, ouspen ne oant ket Bretoned, e oa meur a dra-all c’hoaz da damall d’eze. Nominoë a c’houlenne digant ar pab o barn hag o zorri.

Goulenn a rê c’hoaz relegou unan eus ar pabed santel a oa bet kurunet o bue dre ar verzerenti.

Goulenn a rê, dreist-oll, ôtre da zougen kurunen ha da vezan kurunet gant an Iliz evel mestr en Breiz.

Ar pab a roas da Nominoë kement a c’houlenne.

Betek neuze, arc’heskob Tour an evoa galloud war eskibien Breiz ; eskopti Dol a oe grêt eun arc’heskopti anezan. Ar pevar eskob gall a oe barnet ha torret, hag eskibien breizad laket en o lec’h. Eskibien Sant-Brieg ha Landreger, eskibien heb eskopti, koulz lavaret, a oe savet peb