Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 Genver
25
sant konvoion

c’hant ; mes bezan o devoa eur yez pinvidik hag eur fe virvidik, ha pa ve lemm ar spered ha glân ar galon, gant poanial, e teuer bepred a benn da ’n em denn.

An nebeut Arvoriz o devoa gallet tec’hel rak dir ha tan ar gouezidi, a zigemeras ar vadeziant ; meskan rejont o gwad gant hini ar Vretoned, hag, eus daou rumm tud ma oant, e rejont eur bobl neve : hini Bretoned Breiz-Vihan.

Mes abred e paouezjont da ’n em glevet, ar pez a roas tu da impalaer Bro-C’hall da gemer o bro da astenn e rouantelez. Gant ar vez da vezan gouarnet gant diavezidi, e teujont adarre da ’n em glevet. D’an 28 a viz genver 814, Charlez, an impalaer bras, a varvas. Raktal ar Vretoned a zavas en o zav, a argasas eus ar vro o mistri gall, hag a lakas en o fenn tud eus o gouen, eus o gwad.

Brezel a strakas. Morvan Lez-Breiz [1] ha Gwiomarc’h, rouaned Breiz, an eil warlerc’h egile, a varvas evit harpan gloar ar vro ha difenn douar o c’havel.

Ar C’hallaoued a oa trec’h.

Er bla 826, an impalaer Loeiz a hanvas Nominoë, komt Gwened, da c’houarner Breiz. C’hoant Nominoë oa rei lamm da waskerien e vro, mes, evit dont gwelloc’h a benn eus e dôl, e kemeras e amzer. Er mare-ze, Breiz n’ee nemet betek Gwened, ha c’hoaz ar gêr-ze a oa d’ar C’hallaoued. Ar vro etre Gwened hag an Naoned a oa eta eun ode, eun nor digor-kaer d’ar C’hallaoued da zailhat war ar Vretoned. Keit ma ne vije ket stanket an hent-se hag astennet Breiz betek stêr Redon, Breiz a oa bepred skeudik he doare.

C’houec’h beleg, Bretoned o c’houec’h, Konvoion en o fenn, a ’n em gargas eus al labour-ze.

Konvoion a oa ganet en Komblesak, fin an eizvet kantved. Er bla 820, e oe beleget, ha Raghener, eskob Gwened, a roas d’ezan unan eus ar c’hargou kentan en e eskopti. Mes ar beleg yaouank a roas abred an dilez eus e garg. Gant pemp beleg-all, ec’h eas etrezek ar zav-heol. O vezan digouezet en Redon, e kavas al lec’h-ze diouz e zoare hag e c’houlennas digant Ratuili Lesfao, perc’hen an douar, ôtre da ziazezan eno eur manati (832). Raktal e oe roët d’ezan e c’houlenn. Ar manati-ze, savet gant Bretoned a bede bemde evit silvidigez Breiz, a oa kenkoulz arru gant Nominoë ha ma oa gwelet fall gant ar C’hallaoued.

  1. Witcar, kannad impalaer Bro-C’hall, a deuas eun devez da c’houlenn digantan truajou ar Vretoned, ha Lez-Breiz a respontas : « Kerz prim da gaout da vestr, ha lavar d’ezan n’on ket o chom war e zouar ha ne fell ket d’in plegan d’e lezennou. » Nec sua rura colo, nec sua jura volo. Ernold lib. III.