Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/234

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
234
28 Meurz
sant yan kapistran

————


KENTEL


An neb a venn, hennez a c’hell !


Ma zo eleiz a dud hag a bec’h dre re a fizianz enne o-unan, zo kemend-all hag a bec’h ive dre re a zisfianz aneze o-unan.

I. — Goest omp d’ober muioc’h evit ne zonjomp evit tec’hel diouz ar pec’hed. Hon zechou fall a stourm ouzimp ; pep tra hon doug d’an droug. Koulskoude hon deus trec’het, pa hon deus goulennet sikour Doue, ha gourennet, en gwirione. Klaskomp eta en em viret diouz ar pec’hed hag en em virfomp.

II. — Goest omp d’ober muioc’h a vad eget ne zonjomp. Lavaret a rêr d’imp pedi, ha ni lavar n’hallomp ket ; lavaret a rêr d’imp yun, ha ni lavar n’hellomp ket ; lavaret a rêr d’imp ren eur vue kristennoc’h, ha ni lavar n’omp ket goest. Digareziou toull ; klaskomp an tu hag e c’hellfomp.

III. — Goest omp d’en em zantelât muioc’h eget ne zonjomp ! Me n’am eus ket a nerz d’ober ar pez a rê ar zent, a lavaro unan ; n’hellan ket bezan o pedi dalc’h-mat hag o sonjal hep paouez en Doue, a lavaro eun all. Santez Jenovefa. sant Loeiz, Jann d’Arc, sant Yan Kapistran, n’o devoa ket muioc’h a nerz evidomp ! Petra o devoa eta mui evidomp ? Muioc’h a c’hoant !

An neb a venn, hennez a c’hell !




Navet devez warn-ugent a viz Meurz


SANT EUSTAS
Abad Luxeuil (***-625)



Eustas a oe ganet er Bourgogn, hag a oe unan eus ar vugale vrudetan a zavas, er c’horn-douar-ze, d’ar Frans ha d’an Iliz. Savet e oe gant sant Kolomban, abad Luxeuil. Pa reas ar rouanez Brunehault hag he mab-bihan Thierry, da Golomban mont eus o rouantelez, war zigare ma rebeche d’eze an dizurziou a rene en o lez, Eustas a gemeras e garg hag a welas, en e amzer, betek 600 manac’h o vevan en Luxeuil.

Kement e verve ar gwad en e galon, dre garante evit an Otrou Doue, ma ne oa ket evit miret da gemer preder gant ene kement hini a ’n em gave gantan. E deneredigez a reas d’ezan en em drei, dreist-oll, warzu ar bec’herien, e rê diouz o c’hennerzi hag o frealzi gant e gomzou mat.

Ar zant a ziskouezas, dreist-oll, e furnez, en afer en devoe gant Agrestius, unan eus e venec’h. An den-man,