Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/233

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28 Meurz
233
sant yan kapistran

mat tud an Armeni a oa dianket, ha gant o c’hannad e kemeras peurz en Konsil Floranz, elec’h ma paras evel an heol.

Er bla 1451, ar pab Nikolas V, o welet pegement oa gonezet an Alamagn gant an hereziou, a gasas anezan di da sklerijennan ar gristenien. Poblou a-bez a deuas d’e selaou, hag eun niver bras a bec’herien a lakas war hent ar binijen.

Er c’hêriou, e rê eun tantad eus an tôlennou dizonest, eus an dilhajou digempen hag eus al levriou fall, ar pez a c’halve « tân-gwall kastel an diaoul. »

En amzer-ze, Mahomet II, impalaer an Turked, a lakas seziz war Gonstantinopl, a gouezas etre e zouarn d’an 29 a viz mae 1453.

An darvoud bras-ze a lakas kanvou dre an Europ a-bez. An Turked, eus Konstantinopl, a c’helle en em dôl war holl vroiou ar c’huz-heol. Ar pab Nikolas V, ha war e lerc’h, Kalixt III, a skrivas d’ar gristenien d’o fedi da gerzet eneb an Turked.

Yan Kapistran a redas an Hongri da embann urziou ar pab, hag en berr amzer, dek mil ha tri-ugent brezellour a oa en em vodet dindan banniel Yan Huniad ; d’ar 4 a viz gouere 1556, Mahomet II a lakas ive ar seziz war Belgrad.

Yan Kapistran, daoust d’ezan da gaout dek vla ha tri-ugent, a roë kalon da Velgradiz. An Turked, koulskoude, a greske bemde o niver. Yan Huniad a fallgalone :

— Varc’hoaz, emezan, eo grêt ganimp, ma ne deuer ket da rei dorn d’imp.

— N’ho pezet aon ebet, eme ar manac’h santel, o tifenn gwiriou Doue ec’h omp, Doue a vezo ganimp.

An de war-lerc’h, Yan Kapistran a zibabas pevar mil eus ar vrezellourien wellan a oa en kêr, a gerzas en o fenn, hag en e zorn eur banniel, hano Jezuz warni, e youc’has : « Ar viktor ! ar viktor ! »

An Turked a renkas souzan ; 40.000 aneze a chomas war an dachen ; Mahomet II a oe glazet, hag a gavas gwell tec’hel d’ar red gant ar rest eus e dud.

An Europ, eur wech c’hoaz, a oa salvet.

Ar c’helou-ze a lakas levenez vras en kalon ar pab hag en kalonou holl gristenien ar c’huz-heol.

Mes sant Yan Kapistran, skuizet holl gant ar brezel, a varvas daou viz goude.

Ar pab Alexandr VIII a lakas anezan etouez ar zent, er bla 1690. Leon XIII a lakas lavaret e ofis hag e oferen dre an Iliz a-bez.