Ar skiant-prenan hen desk d’imp ive. Pelec’h eman meur a hini eus ar re a welemp dec’h war hon zro ? Tremenet int. Tremenet int, hag en o zouez bugaligou, n’o deus ket bet amzer awalc’h da gutuilh eur vleunien war hent ar vue.
Tremenet int, hag en o zouez pôtred yaouank diskaret gant falc’h didruean Ankou en kreiz o yec’hed. en kreiz o brud, en kreiz o gened, a-vec’h m’oa boulc’het gante an erven gentan eus o labour.
Tremenet int, hag en o zouez tud en oad, tud koz, o deus anavezet ar vue ha ne chom gante, marteze, nemet enkrez ha c’houervoni. Hag etouez ar re a vale hirie a bep tu d’imp war hent ar vue, pelec’h e vezo meur a hini aneze a-benn varc’hoaz ? Tremenet e vefont.
Hag hon zro hon unan a zigouezo ive ; tremen a refomp, ha hepdale, rak eus kavel-badeziant n’eus forz piou d’e gavel-be, n’eus ket kalz a hent.
Mervel a refomp, hep mar ebet !
Da be oad ? Den ne oar ; ar maro a zo dall ha bouzar ! Pegoulz ? Den ne oar ! Penôs ? Den ne oar. En pe stad ? Eno hepken eman an dalc’h. Lod a varv oc’h ober ar vad ; lod a varv oc’h ober an droug ; peurliesan e varver evel ma ve bet bevet ; pa vever mat, e c’heller fiziout war eur maro kaer ; pa vever fall, e ve peurliesan, eur maro fall ; gwir eo, al laer deou a oe laer betek penn, p’eo gwir e laeras, zoken, ar baradoz, e vevas fall hag e varvas mat. Mes ma zo eul laer mât, evel a lavar sant Augustin, evit ne gollfomp gwech ebet fizianz, n’eus nemet unan, evit n’hon devo ket re.
Ar gwellan doare da vervel ervat eo eta bevan ervat, ha bezan devot da zant Jozef, patron ar maro mat.
iril, ginidik eus Jeruzalem, a oe savet eno. An eskob Maker hen greas avieler er bla 335 ; an eskob Maxim hen belegas dek vla goude, hag a roas d’ezan da gelenn an dud a oa o c’hedal ar vadeziant. Ter gentel warn-ugent, savet d’eze gantan, a zo deut betek ennomp.
War-dro ar bla 350, e oe hanvet da eskob en Jeruzalem. Adalek neuze, an Arianed a glaskas trabas outan dalc’h-mat. An impalaer Konstans, laket droug ennan gant Akas, eskob arian Sezare, hen harluas diou wech, er bla 358 hag er bla 360.