Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
206
16 Meurz
ar gwad presius

e-unan. Dre ma tostae an abardê, birvidikoc’h e pignent etrezek an nenv. Mes ar burzud ne c’hoarvezas ket. Ailhoned Andria a oa lorc’h enne.

Da c’houec’h heur hanter diouz an noz, e oe serret an iliz. An Otrou ’n Eskob, arôk lezel ar bobl da vont er-mêz, a c’hourc’hemennas d’ezan kenderc’hel da bedi ha da c’houlenn pardon ouz Doue eus ar pec’hejou a vire, marvat, ouz ar mirakl da c’hoarvezout.

An de war-lerc’h, e keit ma oa ar beleg o sevel ar Gloria in excelsis Deo, an dren santel a ruzias ; raktal, pennou-bras kêr a dostaas outan, ha goude bezan gwelet ar burzud ha touet lavaret ar wirione, e trojont ouz ar bobl, an eil goude egile, da lavaret e oa ’n em gavet ar mirakl : ar gwad, tro-war-dro d’an dren, a oa deut da vezan fresk-beo.

Eur prosesion bras a oe grêt en enor d’an dren santel, hag ouspen tri-ugent mil den a ziredas da Andria da drugarekât Doue ha da ganan gloar ha meuleudi d’e wad presius.

Kentan gwech ma tle ar burzud-man en em gaout adarre, eo d’ar 27 a viz meurz 1921.

————


KENTEL


Tridal ha krenan


O ma Zalver binniget, ar gwel eus ar gwad ho peus skuilhet evidon a ra d’am c’halon tridal ha krenan !

Ober a ra d’am c’halon tridal, rak anaout a ran, dre eno, ho karante em c’henver ; eun daken dour hepken, kouezet eus ho taoulagad, a oa awalc’h evit gwalc’hi holl bec’hejou ar bed, hag eo ho kwad, betek an divezan berad, eo ho peus c’hoantaet skuilh !

Ar gwel-ze a ra d’am c’halon krenan, rak goulennet e vezo kont diganin, eun de, eus ho kwad, o ma Jezuz !

Gouzanvet ho peus kement, dre garante evidon, ha me ne garan gouzanv netra evidoc’h !

Ma bue a astenn bemde, ha ne ran netra, kouls lavaret, evit silvidigez ma ene, a zo koustet ken ker d’ac’h. Roët d’in ar c’hras da bignal, beb an amzer, war ho kalvar, ha da unani ma foaniou gant ho re. Grêt, o ma Zalver, ma rin ha ma c’houzanvin eun dra bennak evidoc’h, c’houi hag ho peus grêt pep tra ha gouzanvet pep tra evidon !