Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 Meurz
205
ar gwad presius

ze war dasprenedigez an holl dud gant gwad presius Mab Doue, dalc’h-mat dirak hon daoulagad, hag abalamour da ze, e ra goueliou eleiz, en enor da Basion ha da varo Hon Otrou. Bezan he deus daou zevez : unan er goanv, d’ar bevare gwener eus ar c’hoareiz, eun all en hanv, d’ar zul kentan a viz gouere, gwestlet d’enori ar gwad a skuilhas ar C’hrist evit silvidigez an dud.

En amzer goz, e oa ar c’hiz da lakat ’ us d’an ôter vras, en gwer a liou, an dôlen eus Jezuz-Krist stag ouz ar groaz, evit digas sonj d’an dud eus sakrifis ar groaz, a neveaer bemde war an ôter, epad an oferen.

Dre holl, hag a-viskoaz, ar gristenien o deus enoret gwad Hon Zalver. Lec’hiou ’zo, koulskoude, hag eo enoret muioc’h enne evit el lec’hiou-all, al lec’hiou ma zo enne tamm pe damm eus relegou ar Basion.

Setu ar pez a c’hoarve, dreist-oll, en Andria, kêr a 30.000 den, demdost da Napl. Eno e virer eun dren eus ar gurunen-spern, roët gant sant Loeiz, roue Frans, d’e vreur Charlez roue Napl. Heman hen roas da eskob Audria, hen serras, evel eun tenzor, en e iliz-veur.

An dren-ze a zo en e veg eun nebeut pikadennou brun, gwad diouz penn Hon Zalver deut da zizec’han gant an amzer. Hogen, bep gwech ma koue Gwener ar Groaz da genver gouel ar bemp warn-ugent a viz meurz, ar pikadennou-ze a deu da ruzian evel gwad neve skuilhet.

Skridou gouiziek, miret gant evez vras en eskopti Andria, a zo enne an testeni e tigouezas ar burzud-ze, er blaveziou 1633, 1644, 1701, 1712, 1864 ha 1910.

Setu penôs e c’hoarvezas er bla 1910.

An ôtrou Staïti di Brancaleone, eskob Andria, a vodas en e balez, d’an 10 a viz gouere 1909, pennou-bras kêr, ugent aneze, a oa en o zouez meur a zen dife ; dispakan reas dirake an dren santel, hag eur wech m’o devoe sellet piz outan, e oe laket adarre en e gloc’h gwer, klozet warnan gant seiennou ru, ha siellet gant siell al Lez-Varn ha hini an Eskopti, en hevelep doare ma n’heller ket kregi en dren santel, anez terri ar zeien pe ar weren.

D’ar 25 a viz meurz 1910, an ôtrou Staïti a roas da welet, en e iliz-veur, e oa bepred ar siellou en o fez, ha ne oa ket bet eta digoret ar relegouer, abaoue an 10 a viz gouere eus ar bla tremenet.

Ar pedennou a gomansas, renet gant an Otrou ’n Eskob