Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/175

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 Meurz
175
sant yan-jozef ar groaz

en Doue, a oa divent : « Doue, emezan, eo an trugarezusan eus an tadou. Karet a ra e vugale, ha rei a ra d’eze bepred ar skoazel o deus ezom. »

Santelez Yan-Jozef a oa êz d’anaout, diouz e garante en kenver Doue : « Ha goude ma ne vefe na baradoz nag ifern, emezan, e karfen koulskoude karet an Otrou Doue. » Diskouez a rê e garante en kenver Doue ne wele ket, dre e garante en kenver e nesan a oa a-wel d’ezan.

Ar beorien, ar glanvourien hag ar bec’herien oa ar re dostan d’e galon. Karet a rê e nesan, betek en em zamman e-unan eus e glenvejou. An tad Mikêl, deut da vezan arc’heskob Kozensa, an evoa daou c’houli en e c’har. En em drei, en em erbedi a reas ouz ar zant ; ar zant a ’n em erbedas ouz Doue, a c’houlennas digantan gouliou an tad Mikêl, ha Doue a chilaouas e c’houlen.

Santelez Yan-Jozef a oa êz d’anaout, diouz e garante evit ar zentidigez. Senti a rê war an tol, ha hep damanti ; mat da zenti e-unan, ne veze ket jalet, kennebeut, da welet ar re-all o chom heb ober.

Santelez Yan-Jozef a oa êz d’anaout, diouz e garante evit ar baourente. En e gambr, e oa eur gador, eur gwele grêt gant daou blanken, daou groc’hen danvad war c’horre hag eur c’hoz pallen, eur skaon evit e dreid gouliet, eur brevier, ha setu e holl arrebeuri. Eur zaë, a zougas epad pevar bla ha tri-ugent, ken penseliet ma oa poan oc’h anaout an tamm kentan, ha setu e holl zilhad.

Santelez Yan-Jozef a oa êz d’anaout, diouz e garante evit ar c’hlanded, a rê d’ezan bale, e zaoulagad dalc’h-mat troet warzu an douar, ha kastizan e gorf, o tougen bepred war e gein eur groaz, eun troatad hed d’ezi, leun a vroudou lemm, a zanke kement en e ziskoa, ma reas enne gouliou a badas betek e varo.

Santelez Yan-Jozef a oa êz d’anaout diouz ar c’halloud an evoa war dreo ar bed-man ha war dreo ar bed-all ; mont a rê eus an eil lec’h d’egile, evel an êle ; gwelet eo bet en daou lec’h asamblez ; epad e oferen, e veze, meur a wech, dibradet diouz an douar ; lenn a rê en goueled ar c’halonou ; lavaret a rê an treo da zont ; trec’hi rê an drouk-sperejou ; parean rê an eneou gouliet hag ar c’horfou klanv.

Rak-se, pa varvas, d’ar 5 a viz meurz 1734, kêr Napl a-bez a oe en kanvou. Ter gwech e oe red e wiskan war ar varv-skaon, rak ne oad ket evit miret ouz an dud da dro-