Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
16 C’houevrer
sant onezim


C’houezekvet devez a viz C’houevrer


SANT ONEZIM
Eskob (**-95)



Onezim a oa ginidik eus ar Friji hag a oe sklavour gant Philemon, eun den pinvidik bras eus kêr Kolos, gonezet d’ar fe gant sant Pol.

Rei a reas tu d’e vestr d’en em glemm anezan, ouspen eur wech ; eun devez, zoken, ec’h eas betek e laerez, hag e tec’has goude-ze, dre guz. Digouezout a reas en Rom.

Eno, e oa sant Pol, prizoniet abalamour ma prezege Jezuz-Krist. Eun devez, e c’hoarvezas gantan kaout Onezim war e hent, hag o vezan klevet gantan penôs an evoa ’n em gemeret d’en em denn adre daouarn e vestr, e roas da anaout d’ezan e fazi.

Goude-ze-en em lakas d’e gelenn war ar relijion gristen, hag e vadezas anezan. Neuze hen c’hasas da gaout e vestr, gant eul lizer eus e beurz, da c’hourc’hemenn anezan.

« Philemon muian-karet, »

« Dont a ran d’en em erbedi ouzit evit ma mab Onezim, am eus ganet er chadennou. Hennez a c’hall bezan bet talvoudek d’it gwechall, ha breman eo talvoudek d’imp hon daou.

» E gas a ran davedout. Te, avat, digemer anezan evel ma c’hrouadur. Me ’m oa c’hoant d’hen derc’hel ganin, da rei d’in an dorn da brezek an Aviel eus ma frizon, mes n’eo ket bet falvezet ganin ober netra, hep goulenn ganit da gentan.

» Hag am eus e gaset davedout. Mar don da vignon, digemer anezan evel ma rafes ac’hanon.

» Ma n’eus grêt gaou ouzit, ma tle eun dra bennak d’it, tamall ac’hanon.

» Me, Pol, eo am eus skrivet ma unan al lizer-man. »

Philemon, n’eo ket hepken pardoni d’e sklavour a reas, mes ober a reas d’ezan dizrei raktal da Rom, da gaout sant Pol, ha betek maro an abostol bras, e chômas gantan.

Dont a reas da vezan eskob divezatoc’h, ha merzeriet e oe en amzer Domisian, er bla 95.