bennak en o zouez, da fin pep koareiz, a c’houlenne digemer en e Urz.
Trei a rê e venec’h war ar studi ha war ar beden, hag alies e lavare d’eze : « Evit magan bue ar c’horf, eo red dibri hag evan ; evit magan bue an ene, eo ken red-all pedi ha studian ar Skritur-Zantel. »
Kement hini a deuje d’e gaout an ije e c’houlenn. Eun devez, eun den, nebeut a zeskadurez d’ezan, a deuas davetan :
— Otrou, daoust hag e talv kement hon fater d’imp-ni, tudigou kez, ha ne ouzomp ket petra lavaromp, hag hoc’h hini c’houi, etrezoc’h, beleien, hag a oar latin ?
— Keit e talv, eme Jourdan ; henvel eo ouz eur men presius a vir e dalvoudegez, en dorn eun den ha ne oar ket hen anaout.
Jourdan, êt da welet an Douar-Santel hag ar venec’h an evoa eno, a oe beuzet lestr hag all, pa oa o tizrei d’ar gêr, d’ar 15 a viz c’houevrer 1237.
Leon XII, d’an 10 a viz maë 1826, an eus roët ôtre da Urz sant Dominik d’ober e ouel, da genver de e c’hinivilez en nenv.
Perak ne ve ket lavaret ofisou an Iliz en yez ar vro ?
— Abalamour an dra-ze a dorfe diou unvaniez kaer an eil hag eben, unvaniez ar greden hag unvaniez ar beden.
I. — Ma vije laket yez pep bro da zervijout evit ofisou an Iliz, e savje buhan awalc’h kemm etre kelennadurez eun eskopti, en eun amzer, hag ar gelennadurez-ze en eun amzer all ; rak ar geriou, darn aneze, a zo diês anaout o zalvoudegez ; hag eur gir, hag a lavaro kement-man d’eun den, a lavaro muioc’h pe nebeutoc’h d’eun all. Eur ger hag a lavar kement-man breman, a-benn kant vla aman, hag arôk marteze, e vezo kresket pe verraet e c’halloud. Evelse c’hoarve gant kement yez beo a zo, gant kement yez hag a ve komzet etouez an dud ; mes kement-se ne c’hoarve ket gant eur yez maro, evel al latin. Ar yez-ze, pobl ebet ken war an douar ne gomz anezan ; e c’heriou eta o deus eun dalvoudegez ha n’o deus nemet unan. Dre al latin, kelennadurez an Iliz, o vont a-dreuz ar c’hantvejou hag a-dreuz ar broiou, ne deuio chenchamant ebet enni : ar pez a greder dec’h, a greder hirie hag a vo kredet varc’hoaz. Gant al latin, unvaniez ar greden n’eus danjer ebet eviti.
II. — Ma vije kanet ofisou an Iliz en kement yez dishenvel a zo war an douar, ar gristenien a vije diês d’eze heuilh an ofisou mac’h afent en diavêz-bro ; elec’h breman, e c’haller ober tro ar bed, klevet an oferen en mil eskopti dishenvel, ha kanan enne gant al levr a zervich da bep-hini en e barouz. N’eus forz pegen pell e ver diouz ar gêr, p’en em gaver en iliz, e kreder bezan er gêr. Al latin a lak unvaniez ar beden hag ar greden, etre kristenien ar bed holl.