Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122
12 C’houevrer
santez janned de valois


Daouzekvet devez a viz C’houevrer


Santez Janned de Valois
Intanvez (1464-1505)



Janned de Valois, merc’h Loeiz XI, roue Frans, a deuas er bed er bla 1461. He ginevelez ne lakas ket nemeur a levenez en lez he zud, rak ouspen ma ne rê ket afer he zad, a c’hoantae eur mab da zougen e gurunen, e oa eur grouadurez mac’hagnet ha dic’hras.

Janned a ziskouezas abred merkou anat eus he zantelez da zont. He flijadur oa bezan o pedi. Da bemp bla, an Itron-Varia a roas d’ezi da anaout e tlee sevel eun Urz Leanezed en hec’h enor.

Da daouzek vla, Loeiz XI a reas d’ezi kemer da bried eur c’henderv-gompez d’ezan, Loeiz, duk Orleans. Da varo he zad, pevar bla goude, he breur Charlez n’evoa nemet dek vla, hag abalamour da ze, ac’han ma vije major, he c’hoar henan, Annan, a renas ar vro.

Etre Annan hag he breur-kaer, Loeiz, e savas eun tamm trouz. Heman en em glevas gant ar Vretoned da vont d’ar brezel eneb d’ezi ha d’he breur. Mes ar Vretoned a oe trec’het en Sant-Albin (1489), hag an duk Loeiz prizoniet en kastel Bourges. Janned, daoust ma n’en devoa biskoaz he fried, abaoue ma oa gantan, diskouezet d’ezi an disteran joa, a ziskennas en e brizon da skanvât d’ezan e boaniou. Mont a reas, zoken, betek an Naoned, da gât he breur, ha da c’houlenn digantan ma vije loskaet he fried.

« Grêt e vezo d’ac’h herve ho c’hoant, a lavaras ar roue Charlez VIII d’e c’hoar. Doue ra viro, koulskoude, n’ho pefe keun d’ar goulenn a ret ouzin breman. »

Janned n’he devoe ket a geun d’ar pez he devoa grêt, rak, ma n’evoe duk Orleans tamm anaoudegez vat ebet eviti, goude e zelivranz, hi a ouveas bepred e garet, e bardoni hag e c’houzanv, heb en em glemm, keit ha ma chomas da vevan gantan. Charlez VIII a varvas er bla 1498, hep bugale. Duk Orleans a bignas raktal war an trôn. E gentan preder a roue a oe skrivan da Rom, ha toui da lavaret n’en devoa biskoaz anavezet Janned de Valois evel e bried ; ne oa bet biskoaz, zoken en e galon, ar c’hoant d’he c’hemer ; an evoa hen anzavet dirak testou, de e eured ; ha ne oa bet eureujet nemet dre urz. Ar pab Alexandr VI, goude bezan laket studian piz an afer, a zisklerias ne oa bet dimezi ebet etreze. Loeiz a gemeras ker-