’Vit ma c’hallje muioc’h a dud ober pardon Itron-Varia Lourd ha kaout lod, tost d’ar gêr, ’barz an andon a c’hrasou a red eno ken puilh, zo bet savet, dre ar bed holl, grotennou Lourd. Ar Vretoned o deus meur a hini. En Bro-Dreger, en Plijidi, zo unan kempennet a-zoare savet en lein ar vêred, etre ar mene hag an iliz. Eur gouel hag a zo brudet a ve grêt eno bep bla, an 23 a vezeven, gant eur prosesion-noz hag eun tantad bras war lein ar mene.
Ar mirakl a zo eun dra souezus, a zigoue dre c’halloud Doue hag er-mêz eus al lezennou douget gantan hag anavezet gant an dud.
Ar miraklou a embann eur c’halloud hag eur ouiziegez dreist re an den...
Ar miraklou a zo treo souezus, ha n’int ket brasoc’h, koulskoude, evit an treo a c’hoarvez ennomp hag endro d’imp bemde, ha ne dôlomp evez ebet ouïe, ken kustum omp d’o gwelet.
« Brasoc’h mirakl eo, eme sant Augustin, gouarn ar bed holl, evit magan pemp mil den gant pemp bara. Ar c’hentan, koulskoude, den n’hen c’hav souezus, elec’h ma kaver souezus an eil, n’eo ket ma vefe brasoc’h, mes n’en em gav ket ken alïes. Ha piou a vag ar bed holl, nemet an Hini a grou an estou diwar ar bozadou had ? Hogen, ar memes labour eo ; evel ma lak an ed da rei kant evit unan en douar, au eus laket ar pemp bara da greski etre e zaouarn. An torziou-ze a zo bet evel an had, hag elec’h bezan tôlet en nantchou, a zo bet laket da greski, en eun doare burzudus, gant an Hini an eus grêt an douar. »
Ar re a gomze en hano Doue, en amzer goz, o devoa ar c’halloud d’ober miraklou, hag evelse e vezent kredet.
Jezuz-Krist, pa deuas war an douar, a reas miraklou, hag evelse e veze kredet e lavariou ha heuilhet e c’hourc’hemennou.
An dud ha n’eman ket Doue a-du gante, ne reont ket a viraklou. Ar miraklou a ro eta da anaout, en eun doare sklêr hag anat, d’an holl, pehini eo ar gwir relijion. Eleiz a zo bet aneze, en penn kentan an Iliz, ha n’eo ket red e vefe ken.
« Diskibien kentan Jezuz-Krist, eme sant Augustin, o deus gwelet e viraklou hag o deus kredet en Iliz ; ni a wel an Iliz hag a dle kredi er miraklou o deus diazezet anezi. »
Ken dibradet eo an Iliz diouz an douar, gant he miraklou, ma c’hall an holl he gwelet, eus pevar c’horn ar bed. Daoust ma n’int ket red, e tigouez enni bepred, en tu pe du, miraklou neve, a ro muioc’h a galon hag a harp d’ar re a gomz en he hano.
Er bla 1854, ar pab Pi IX a embanne, dirak ar bed holl, e oa ar Werc’hez Vari konsevet dinam ; pevar bla goude, an Itron-Varia a ziskenne war reier Lourd hag a lavare da Vernadetta, a c’houlenne diganti he hano : « Me eo ar Gonsepsion Dinam. » Ar mirakl a deue, ha n’eo ket paouezet abaoue, da harpan ar gelennadurez kristen.
Gwaz a ze, neuze, d’ar re a vouch o daoulagad hag a huch goude-ze ne welont ket sklêr.