Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 C’houevrer
103
sant andre korsini

tlee tremen de Gouel ar Rouane war-lerc’h ; ar pez a ’n em gavas da vezan gwir pen-da-ben.

E oa en e zaouzek vla ha tri-ugent. Miret a rêr c’hoaz e relegou en Floranz, parouz e vadeziant.

————


KENTEL


Dorn ha dorn


Kelennadurez an Iliz [1] a zo dispar evit tostât an dud pinvidik hag an dud paour, ha lakat aneze d’en em glevet. Lavaret a ra da hep rumm e zeveriou an eil en kenver egile, o pouezan, dreist-oll, war deveriou ar justis.

Etouez an deveriou-ze, setu aman ar re a zell ouz ar paour hag ouz al labourer. Dleet eo d’ezan ober mat ha pen-da-ben an tamm labour an eus grêt marc’had d’ober, ma ouie petra rê, pa rê ar marc’had, ha ma oa gouest d’ober dishenvel diouz m’en deus grêt.

Arabad d’ezan ober gaou ouz e vestr, nag en e zanve, nag en e gorf, nag en e ene ; ma zo eun dra bennak ha n’a ket d’ezan, elec’h ober trouz, e tle ober e glemm en eun doare dereat. Tec’hel a dle ive diouz an dud fallakr a lakfe, dre gomzou touellus, hunvreou aour da ziwan en e benn, hag a rafe d’ezan promeseou kaer ha n’int mat da netra, nemet da lakat an dud kez a gred enne da zismantr o danve ha da goll o amzer.

An dud pinvidik hag ar vistri, arabad d’eze kemer al labourer evit eur sklavour ; arabad d’eze ankouât eo ganet evelte en renk an dud, hag eo bet savet, dre ar vadeziant, en renk ar gristenien. Labour ar c’horf, evel ma lavar ar skiant vat hag au Doktored kristen, elec’h bezan eun dismegans, a zo eun enor evit an den, abalamour m’eo evitan eun doare dereat da c’honid e vara. Ar pez a zo mezus ha dinatur eo kemer an dud evit loened labour, hag istimout aneze hepken diouz an nerz a zo en o divrec’h. D’ar vistri ive eo teuler evez mat war zilvidigez ar re a zo dindane. Arabad ober netra evit tromplan al labourer hag e jachan d’an droug ; arabad rei tro d’ezan da yenât ouz e dud, na da zispign e c’honidegez ; arabad d’ar vistri, kennebeut, lakat ar re a zo dindanne d’ober eul labour hag a vije dreist d’o galloud. pe ne vije ket diouz o oad, mar dint bugale, pe diouz o renk, mar dint merc’hed.

  1. Lizer-Meur Rerum Novarum, 15 mae 1891.