Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
4 C’houevrer
sant andre korsini

o vezan ma oa ganet da ouel sant Andre, (30 a viz du 1302) e rojont d’ezan hano an abostol-ze.

Lakat a rejont o holl aked da ober anezan eur bugel fur ha desket ; mes ar pôtr ne dennas ket nemeur a vad eus a genteliou e dud, hag a ’n em droas abred war an droug. Seul-vui e klasked e ziarbenn, seul-gwasoc’h a rê. An daou baour kez koz a oa o c’halon prest da rannan.

Eun devez m’an evoa stlapet gant e vamm komzou muioc’h divalo c’hoaz evit kent, houman a lavaras d’ezan, an daerou en he daoulagad : « Gwelet awalc’h a ran ec’h out deut da vezan ar blei a welis de arôk da c’hinivelez. » Andre a chomas sebezet.

« Ya ! emezi, da dad ha me hon devoa grêt al le da westlan da Zoue ar bugel kentan a deurvezje gantan rei d’imp. Hogen, de arôk da c’hinivelez, en eun hunvre, e kredis bezan laket er bed eur blei bihan, a droas ’barz en oan o lakat e dreid en iliz. N’out nemet henvel ouz eur blei, eur pennad zo ; mes fianz vat am eus. da welet ac’hanout, gant an amzer, o tont da oan. »

Ar c’homzou-ze a skoas ken don en kalon Andre, ma c’houlle digor, an de war-lerc’h, en kouent Karmel, ha gant bennoz e dad hag e vamm, e wiskas eno saë ar venec’h.

Gant plijadur eo e rê al labouriou disteran. E vignoned koz, ha darn eus e gerent, a deue awechou d’ober gwap anezan ; mes Andre ne rê van ebet ouz o c’hlevet. Er bla war-lerc’h, da seitek vla, e reas an tri le, hag adalek neuze e lakas ar c’haeran vertuziou da zevel ha da vleunian mui-ouz-mui en e galon. Da c’houec’h vla warn-ugent, e oe beleget. Goude-ze e heuilhas eur pennad skoliou-meur Pariz, hag e tizroas da Floranz.

Da eiz vla ha hanter-kant e oe laket da eskob en Fiesol. Epad an trizek vla ma chomas er garg-ze, ne gollas ket eur pennad amzer. Madelezus ’ oa evit ar beorien, hag e aked d’ober vad da gorfou e nesan ne vire ket outan da gemer muioc’h a breder c’hoaz gant o eneou. Rak-se, e zantelez a bare a-bell. Doue an evoa roët d’ezan ar c’halloud d’ober miraklou ha profesiou.

En Bologn, ar bobl hag an nobl a oa kannou etreze. Ar pab Urban V a gasas d’o c’hât eskob Fiesol, ha dont a reas a benn d’o lakat da vale dorn ha dorn, war hent ar peuc’h.

Epad ma oa oc’h oferennan, de Nedeleg 1373, ar Werc’hez a ’n em ziskouezas d’ezan, hag a lavaras d’ezan e