Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
AN DAKENN DOUR


bara hag amanenn, ha ma c’hellit un toullad gwenneien, hag ivez ur bedenn evidon ur wech an amzer...


KATO

O ya vat, biken n’ankouain ac’hanoc’h... Gras deoc’h, ec’h eomp da vevañ amañ, Gwilho ha me, evel e-barzh ar baradoz... Pa stardo an traoù etrezomp, hop !... un dakenn dour sorset em genou, ha setu echu ar pardon...


AR BAOUREZ

Ret eo din, va merc’hig, anzav ar wirionez war he hed... An dour-mañ n’eo ket sorset... Dont a ra eus ar c’hra gozh, diouzh feunteun Soez Prigent... Bremañ, p’hoc’h eus komprenet va c’hentel, e laoskot ar vured a-gostez... Met pa viot gant ho ten, raktal ’vel ma teuio droug ennoc’h, grit evel ma vije leun ho kenou a zour, na lavarit ger, roit peoc’h, tavit !... Doujit d’ho kwaz, ur vicher griz, ur gwall vicher eo e hini... Pa zeu d’ar gêr diouzh an aod, faezh ha skuizh, petra en deus ezhomm ?... Douster ha karantez, va merc’hig, douster ha karantez, ha netra ken... Ha bremañ, ec’h an da vont kuit, Doue d’ho pinnigo ho taou !...


KATO

Gortozit, deut dre amañ, ma roin deoc’h an aluzon ha n’eus forzh petra a gemerot, betek ar marv e vin- me dleour deoc’h... (Mont a reont er-maez).

(Gwilho a zeu tre e gorn-butun en e zorn hag en ur c’hwitellat).