Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/48

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
E-TAL AR POULL


JALM

A ! mat, graet e vezo, met taolit evezh na vefe kollet, rak me’ c’houlenn bezañ krouget a bouez va zeod, ma ran tra pe dra en tu all d’ar pezh a zo merket warnañ.

JAKETA

Mat a reot bezañ den d’ho ker.

JABEL

Diwar hiziv e vo peoc’h, en ti-mañ pelloc’h, a drugarez Doue.

(Ar vamm a ya kuit.)


DIVIZ III


JALM HA JABEL


JABEL (harp er poull)

Sellit, Jalm, krogit e penn al liñsel-mañ, ma vo gwasket. Bezit dinec’h ! a-benn ma vo peurwasket ar bern dilhad-se e vo ruilhet dour diouzhoc’h.

JALM

Petra livirit ? N’ouzon ket petra hoc’h eus c’hoant da ober.

JABEL

Me ’lavar deoc’h reiñ an dorn din da weskel ar bern dilhad-mañ. Petra ? ret e vo din kemerout bazh ar yod da zistankañ ho skouarn deoc’h, gravazok ?

JALM (o sellout ouzh e baper)

An dra-se n’emañ ket war va faper.