Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
E-TAL AR POULL


JABEL

Neuze ’ta ?

JALM

Nann, nann, pa lavaran deoc’h.

JABEL

N’emañ ket ? Sellit aze ’ta, neuze !

JALM

Gwir eo ! A ! mat, neuze, bac’had dezhi. Ur wech all n’hen ankounac’hain ket.

JABEL

Sellit, krogit er penn-se, ha sachit; sachit ganeoc’h avat ha n’eo ket ober an neuz da ober eo !

JALM

N’eus ket kalz a c’hwez al lore, da vihanañ, gant al liñselioù-mañ ! Setu amañ ur vicher avat ha n’eo tamm ebet diouzh va doare !

JABEL

Peoc’h ha bezit a-zevri gant ho labour. Sachit ’ta, pe bremaik me a stlapo al liñsel-mañ deoc’h ouzh ho penn.

JALM

N’ho po ket ar galon evelato da ober kement all.

JABEL

Nann ! Sellit ! C’hwesit hi bremañ neuze ’ta, penndolog.

(Hag e stlap al liñsel ouzh e benn.)