Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
125
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


O, skeiñ a ra, skeiñ a ra ! va c’horf, ra vezi koazhet, beuzet en ul latar, pe kaset e vi d’an Ifern !

Kurun ha luc’hed.

Va ene, ra vezi skuilhet e takennoùigoù dister, da gouezhañ er mor bras, ’lec’h ne vi ket kavet !

Diaouled a zeu tra.

Doue, Doue ! Na sell ket ouzhin ken ferv ! Naered euzhus, va lezit c’hoazh ur pennad ! Ifern, na zigor ket da javedoù spontus ! Na zeu ket, Satan ! Me ’zevo va levrioù ! — A, Mefistofelez !

Sammet eo gant an diaouled hag ar ouel
a gouezh.