Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


Skeiñ a raio an horolaj. Dont a raio an diaoul, ha Fostus a vo daonet — O, me ’fell din lammat betek va Doue ! — piv a zalc’h ac’hanon ? — O, sellit, sellit, gwad ar C’hrist en oabl o tiverañ. Gant un dakenn, un dakennig hepken e vefen salvet ! A Krist ! — Nann, nann, na rog ket va c’halon pa lavaran anv ar C’hrist, anv va Doue ! E c’hervel a fell din ! A, Satan, truez ! — Pelec’h emañ ? Ne welan ken ! A aze emañ, aze emañ ar C’hrist ! Astenn a ra din e zivrec’h !... E zremm a zo kounnaret ! Menezioù, deuit, deuit, kouezhit war va fenn, d’am c’huzhat ma c’hellin tec’hout diouzh kounnar Doue ! Nann, nann ! O ma vefe un islonk en douar ! Ne zigoro ket ! Ne roio ket herberc’h din. O stered, c’hwi a rene en oabl pa voen ganet, stered hoc’h eus graet an holl vad hag an holl zroug a zo bet en buhez, grit ma vezin kuzhet e-kreiz ar goabrenn-se, a dremen warnoc’h, ma vo teuzet va c’horf en aer ha ma c’hello va ene kaezh sevel betek an Neñv !

An horolaj a sko an hanter-eur.

Un hanter-eur ! Bremaik e vo echu ! O Doue, ma ne fell ket deoc’h va degemer, da vihanañ, lakait un termen d’am poanioù ! Ha n’hoc’h eus ket skuilhet ho kwad evidon ivez ? Ra chomin en Ifern mil vloaz, milmilion vloaz, gant ma vezin salvet en diwezh ! Ha n’eus fin ebet da boanioù an eneoù daonet ? Perak hoc’h eus roet din un ene ? Perak eo divarvel an ene hoc’h eus roet din ? O, ma vefen ul loen ! Eürus eo al loened ! Pa varvont, ez int kaset da get, ha ne van spered ebet war o lerc’h da c’houzañv ! Milliget ra vo ar gerent o deus roet din ar vuhez ! Nann, milliget ra vezin va-unan ! Milliget ra vo Satan, en deus laeret diganin eürusted an Neñv !

An horolaj a sko hanternoz.