Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


KENTAÑ SKOLAER

Doue a roio din nerzh. Chom a rin.

EIL SKOLAER

Nann, deomp en tu all, da bediñ evitañ.

FOSTUS

Ya, pedit evidon, pedit. Ha ne vern pe drouz a glevit, na zeuit ket amañ. Rak netra n’hell mui va saveteiñ.

KENTAÑ SKOLAER

Ped ivez, Fostus. Bras eo trugarez Doue.

FOSTUS

Doue d’ho pinnigo, aotrounez, evit ho madelezh em c’beñver. Ma vevan c’hoazh warc’hoazh vintin, ez in d’ho kwelout. Ma ne ran ket, neuze e vin en Ifern.

AN DAOU SKOLAER

Doue d’ho pinnigo, Fostüs.

Mont a reont kuit. An horolaj a sko unnek taol.

FOSTUS

A, Fostus, n’ec’h eus mui bremañ nemet un eur da vevañ, ha goude, bezañ daonet da viken. Chomit a sav, stered a dro atav en oabl, ma na vo mui a amzer, ma na zeuio ket hanternoz. Heol, lagad kaer ar bed, sav, ma vezo deiz bepred. Pe neuze, ra vo an eur-mañ ur bloavezh, pe ur miz, pe ur sizhun, pe un devezh, dit da c’hallout kaout keuz, ha da vezañ salvet ! Kerzhit goustad, goustad, kezeg an noz ! Bepred e tro ar stered. Redek a ra an amzer.