Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —

hon daoulagad-ni ne dizont ket beteg eno. Ne velomp ket doare spountuz eunn ene e stad a bec’hed, mui eged na reomp gened eunn ene santel, a zo holl enn diabarz. Omnis gloria ejus ab intùs, eme ar roue David. Mes ann Aotrou Doue a lenn e plegou ar goustianz. Ne oar pe leac’h kaout hanoiou kaer aoualc’h evit diskuez he garantez e kenver eunn ene chomet neat ha dibec’h. He galoun o tridal gant levenez, e lavar d’ann ene-ze evel d’ar Verc’hez he-unan, ar c’homsou dudiuz-man : « Deuet, va muia-karet, deuet ma lakinn var ho penn eur gurunenn lugernuz. » Templ eo d’ar Spered-Santel, ann elez o deuz ec’hiz avi outhan. Mes, a veac’h m’eo kuezet er pec’hed marvel, setu lakeat varnhan siel ann ifern, ha diazezet ennhan kador ann diaoul. Netra ken heuzuz dirag daoulagad ann Doue teir guech santel. Var eunn henvelep planeden, peb kristen mad a gav tro da skuilla daelou c’houero.