Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —

pedi noz ha mintin, selaou komzou Doue, heulia ann ofisou, mont da govez ha da zakramanti, n’ho gra hiviziken nemed gant diegi ; abarz nemeur ho dilezo agrenn. N’en em blij mui e koumpagnunez he gerent hag ann dud fur. Eleac’h beza seven evel aziaraok c’hui a gavo peurvuia tenval he benn. Kaloun vad en devoa ; karout a rea ober aluzenn ha sikour he nesa ; ha setu hen deuet kriz ouz ar paour ha didruez ouz ann holl. Ne c’houlenn ha ne glask nemed maga he dechou milliget. Tizet eo eienen ar vuez pe n’eo ket ? Evidon-me a lavar eo dizec’het neat ann ene paour-ze.

2° Dem-henvel ouz ar c’hrign-beo oc’h euz guelet avechou enn eur gouli bennag, al lornez a zispak var izili ar c’hlanvour keaz eur guiskat breinadurez ken na c’hell den sellet outhan. Ar guel hebken anezhan a ra heuz d’ann holl. Mad, eunn ene taget gant ar pec’hed marvel a zo ive goloet euz eul louzdoni skrijuz. Evit guir,