Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/364

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 355 —

guir Vab Doue. Mes, ma ne ra ket eur rebech d’ezhi, evelato e tisklerio eo Mari e deuz dibabet al lodenn dalvoudusa, hervez a zesk dre ar gentel-ma a ro d’eomp enn eul leac’h all : Eunn deiz o velet ar burzudou a rea, eur vaouez a lavaraz d’ezhan a vouez huel : « Euruz ar vamm ho lakeaz er bed hag ho magaz ! » « Euruz kentoc’h, eme Jezuz, neb a zelaou hag a vir komsou Doue ! » Mad, piou a oue biskoaz ken aketuz hag ar Verc’hez Vari da ober kement-ze ? Eaz eo gouzout e taole evez euz he zi, euz he holl deveriou a bried hag a vamm p’az eo eur mellezour a zantelez ; mes, heulia a rea ive prezegennou Hor Zalver, o tastum, evel eunn tenzor enn he c’haloun, ann holl genteliou a gleve ganthan. Araok c’hoar Martha, hi e devoa choazet ar gaera lodenn, hag evel-se n’eo ket souez e ve lennet ar pennad-ma euz ann Aviel d’ann deiz ma varvaz ar Verc’hez ha ma oue digemeret korf hag ene er baradoz.