Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/362

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 353 —

ar bed. A vrema c’hoaz, e kalz leac’hiou, e lakear kristenien ha misionerien d’ar maro. Er broiou ma lezer ho buez gantho o deuz kement pe muioc’h da c’houzanv ; rak ann Drouk-Spered ne baouez ket d’ober brezel da vugale Doue. Mes, pegen niveruz ha pegen treitour bennag e ve hon enebourien, na falgalounomp ket. Ganeomp ema hag e vezo bepred Jezuz evit hon dioual. Dalc’homp mad eta o pedi stard hag o tigemeret hor poaniou heb en em glemm ; hag, o veza douget, gant Hor Zalver, ar groaz hag ar gurunenn spern, ganthan ive ni a zougo ar gurunenn a c’hloar. Evel-se-bezet-great.





GOUEL MARIA HANTER-EOST
(Sant Lukas, Chab. x.)


————


Enn deiz-ze Jezuz a ieaz d’eur vourgadenn, hag eur vaouez hanvet Martha

23