Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/361

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 352 —

d’ezho, hag enn templ e velet gantho eleiz a zizursiou.

Doue a zeu pelloc’h da skuiza, ha neuze e tiroll ar brezell skrijuz-ze a raio euz Jerusalem eur bern mein ha ludu. Ann enebour ne esperno den ebet. Guell a ze eta d’ann neb a c’hello tec’het. Rak-ze e lavar Jezuz d’ezho goulenn ne ziguezo ket ar reuziou-ze er goanv pe d’ann deiz a repoz a virfe outho da vale pell aoualc’h evit kuzat. Truez zo da gaout ouz ar gragez paour a vezo enn henvelep stad ne c’houfent kerzet beteg ar meneziou. Ann traou-ze, hervez a zisklerie Hor Zalver, a c’hoarvezaz abenn nebeut bloaveziou.

Ann eil pennad, euz ar gentel, a verk ar pez a vezo guelet pa dostai fin ar bed, hag ann trubuillou e devezo Iliz Jezuz-Krist da c’houzanv epad ann holl amzer. Azaleg ann deiz kenta e oue gual gaset, hag, a hed meur a gant vloaz, goad ar verzerien a ruillaz puill e pevar c’horn