Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 315 —
rim te, Domine ! Va Doue roit d’inn ar c’hras d’hoc’h anaout ! Evel-se-bezet-great.
TRIVAC’HVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. ix.)
————
Er mareou-ze, Jezuz o veza pignet enn eur vag, a dreuzaz al lenn hag a zeuaz d’he gear. Ha selu digaset dirazhan, var eur guele, eunn den sounnet he izili. O velet feiz ann dud-ze, Jezuz a lavaraz d’ar c’hlanvour : Bezet fizianz, va mab, ho pec’hejou zo pardounet d’ehoc’h. Ha darn euz ar Skribed da lavaret raktal outho ho-unan : Blasphemi a ra hema. Mes, oc’h anaout petra zonjent, Jezuz a lavaraz : Perak e trouk-soujit c’hui enn ho kalounou ? Pe hini eo ann easa, lavaret : Ho pec’hejou zo pardounet d’ehoc’h ; pe lava-