Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/323

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 314 —

c’hoantear hen lakaat da roue. Gouzout a rit pegen douz ha trugarezuz oa e kenver ar bec’herien. Piou eo ann hini en devoue poan a gorf pe a spered heb na zellaz Jezuz a druez outhan ? Evit Hen rei da anaout e berr gomsou, sant Lukas a lavar e tremenaz enn eur ober vad e peb leac’h : Pertransiit benefaciendo (Act. x. 38). Darn ne felle ket d’ezho kredi ann traou burzuduz a glevent divar he benn. « Daoust hag e teu netra vad euz a Nazareth, » eme Nathanael da zant Philip a rea meuleudi Hor Zalver ? « Deuit oc’h unan da velet, » a respountaz ann abostol : ha Nathanael o veza guelet a oue hiviziken etouez aketusa diskibien Jezuz. Rak-ze ar bobl en devoa aoun na dec’hje hag a zalc’he tost d’ezhan.

P’on devezo anaoudegez aoualc’h anezhan, pep hini ac’hanomp a gavo he vrasa euruzdet o veva e koumpagnunez Hor Zalver ; lavaromp eta aliez ar bedennik-ma a rea guechall sant Aogustin : Nove-