Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 304 —
mammou. N’oc’h euz nemed senti ouz he c’huzuliou enn amzer da zont, ha biken mui ne varvot dre ar pec’hed. Evel-se-bezet-great.
C’HUEZEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Lukas, Chab. xiv.)
————
Enn deiz-ze, a ioa eur zadorn, Jezuz o veza eat da zibri e ti unan euz ar vrasa Pharizianed, ann dud a evesea piz outhan. Ha setu dirazhan eunn den klanv gant ar c’hoenv. Jezuz o komz ouz doktored al lezenn hag ar Pharizianed a c’houlennaz : Aotre a zo da barea tud da zadorn ? Mes, ar re-ma a jomaz sioul. Evithan, o kregi e dourn ar c’hlanvour, her pareaz hag her lezaz da vale ; ha goude e lavaraz adarre d’ezho : pe hini ac’hanoc’h, ma ve kuezet he azenn pe he eujenn er punz,