Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/312

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 303 —

zizober euz ar pec’hed ha da derri holl lasou ann diaoul, evel ma tiframmaz den iaouank Naïm al lian hag ann traou all lakeat d’he zebelia. Evel-se eo e teuaz Madalen, euz eur bec’herez divezed, da veza eur zantez.

Mes, neuze eo ret sevel buhan : rak pa denno Jezuz he zourn, e vezo re zivezad. Savit eta, tud iaouank a ve maro, hag evit diskuez d’ann holl ez oc’h leun a vuez, komzit freaz hag huel ; komsit avad dishenvel diouz ar pez a reac’h bete vrema. E leac’h rei gual gentel da zen ebet, dre gomsou louz pe difeiz, roit skuer vad da bep unan, evel a rea ar roue David gant keuz d’he bec’hejou, docebo iniquos vias tuas ; hennez eo ar guella merk a gonversion.

Goude beza c’huezet buez ennoc’h adarre, Jezuz ho lakai etre divreac’h ann Iiiz santel; hag houma enn eur zec’ha he daelou, a daolo evez ac’hanoc’h guelloc’h eged ne rafe ar garantezusa euz ann holl