Jezuz, he fried ; rak, m’ar chomm bepred ganthi, hervez he bromesa, n’her guelomp ket koulzgoude gant daoulagad ar c’horf.
Dastumet enn dro d’ezhi, ar zent hag ann holl eneou kristen a vesk ho daelou gant re ar vamm glac’haret.
Evit guir, bez’ e deuz c’hoaz bugale all ; mes, karet a rea pep hini euz ar re-ma ec’hiz pa n’e divije nemethan. hag he c’haloun a zo mantret pa ziguez d’ezhi ho c’holl. O c’houzout petra a reaz Jezuz evit intanvez Naïm, houma a zalc’h tost d’he c’hrouadur maro, gant fizianz d’her guelet c’hoaz leun a vuez.
Hag, e guirionez, gant truez ouz he daelou, Hor Zalver a dosta ive ouz ar bugel-ze. Paneved he vadelez ne zeufe pec’her ebet enn dro ; rak, mar d’eo eaz en em verza d’ann drouk-spered, en em ziframma euz he skilfou a zo diez braz ; eul labour eo hag a dremenn galloud ann den ; rak ann ene e stad a bec’hed marvel a zo henvel ouz eur c’horf dija sebe-