Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/309

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 300 —

P’he guelaz, Jezuz leun a druez outhi, a lavaraz d’ezhi : na wuelit ket. Hag o veza tosteat e louchaz ouz ann arched (Ann dougerien a jomaz a zav). Hag e lavaraz : den iaouank, me gemenn d’e-hoc’h, savit. Hag ann hini maro o veza savet, en em lakeaz da gomz. Ha Jezuz hen roaz d’he vamm. Neuze ann holl a oue leun a zoujans, hag e veulent Doue enn eur lavaret : eur propbet braz zo savet enn hon touez, ha Doue zo deuet da velet he bobl.


Mab intanvez Naïm. Ann ene maro dre ar pec’hed.


Ann den iaouank a zouger ama d’ann douar, zo ar skeud euz kalz re all, enn oajou ganthan, hag a vez skoët gant maro ar pec’hed. Enn ho c’hichenn, o wuela doureg, e kavit ive eur vamm, ann Iliz santel, henvel aoualc’h ouz eunn intanvez paour abaoue m’eo pignet d’ann envou