Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/253

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 244 —


Mes, evesaomp ouz ar rebechou great d’ezho gant Hor Zalver, hag ec’h anavezimp e c’hellomp kaout ann treac’h varnho heb kemeret re a boan.

« C’hui, Skribed ha Pharizianed, emezhan, a zo henvel ouz beziou a ve guenn kann ann diaveaz anezho, hag a zo, enn diabarz, leun a vreinadurez. » Ret eo o divije kalzik dizurziou kuzet pa gomz ken rust outho ann Hini a velomp peurvuia ken trugarezuz e kenver ar bec’herien.

Mes, penaoz bennag e ve, kaout a ra abeg enn ho c’haera oberou, hag e tiskuill, a vouez huel, n’o deuz digoll ebet da c’hortoz digant Doue evit ho fedennou, ho aluzennou ha iuniou.

Eunn dra vad eo pedi, pa lavar sant Jakez, multum valet deprecatio justi assidua. Mes, e leac’h klask eur plas distro d’ober ho fedenn, hervez kuzul ann Aviel, ar re-ma a ia dirag ann holl.

Ann aluzenn, eme ar Spered-Santel, zo goest da zizamma ar brasa pec’her ; mes,