ann aoter ; it da genta d’en em unani gant ho preur ; hag o tistrei neuze c'hui a ginnijgo ho prof da Zoue.
Ar Skribed oa doktored al lezenn ; hag ouz he anaout evel ma reant, oa dleet d’ezho ive he miret guelloc’h eged ar bobl a deue d’ar skol davedho.
Evit ar Pharizianed, ar re-ze a ioa tud euz ann dibab. Da heul ann deg gourc’hemenn roet gant Doue da Voisez e lakeant eur c’halz lezennou ha giziou all ; aketuz oant da baea ar guiriou ha da rei prof d’ann templ ; aluzennou braz a roent ive ; iun a reant aliez ha pedi dirag ann holl ; hag evel-se e tremenent evit sent. Souezet e oue eta ann diskibien pa lavaraz Jezuz n’oa ket a varadoz evitho ma ne vijent santeloc’h eged ar Skribed hag ar Pharizianed ; rak, evit eur guel, n’oa ket eaz ober kaeroc’h traou eged na rea ar re-ze.