ger eunn den ken dister hag hi, e kredont kant ha kant tra n’o deuz guelet morse pe ne goumprenont ket ho-unan. Digoustianz ha diboel aoualc’h eo ar re-ze ? Mar d’eo deread fiziout enn nesa pa anavezomp d’ezhan lealdet ha furnez, me zonj eo guelloc’h c’hoaz, hervez lavar sant Iann, selaou ann Hini ne c’hell na fazia na beza gaouiad, Si testimonium hominum accipimus, testimonium Dei majus est (I. Joan. v, 9). Pec’hed e ve lavaret e ro Doue re veac’h d’hor spered pa gemenn d’eomp kredi ar virionez-ma. Eur mestr ker madelezuz ne oufe gual zamma he grouadurien.
Ma karomp ober enklask evit gouzout perak en deuz c’hoanteat diskuez d’eomp eo berr hor skiant ni a gavo raktal eunn testeni euz ar furnez burzuduz embannet gant sant Paol.
Petra a gollaz ann Elez hag hon tud kenta ? Ann ourgouill, eme ar Spered-Santel, initium omnis peccati est superbia