Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/229

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 220 —

Doue ! « Ne velomp na perak na penaoz e ra ann dra-ma pe ann dra-hont… Mes, gouzout a reomp ez eo krouer ha mirer kement tra zo… d’ezhan eta peb gloar a hed ann holl amzer ! »

Mar d’euz eur virionez a dremen hor skiant eo, a dra zur, ann hini a zesk d’eomp ez euz tri fersoun, Tad, Mab ha Spered-Santel, a zo Doue peb hini anezho ha ne d’int ho zri nemed eunn Doue hebken. Rak-ze, gant aoun na vemp douget da ziskredi ar gentel roet d’eomp er gouel-ma, ann Iliz a zeu d’hor skolia dre vouez ann Abostol sant Paol a ziskuill ez euz e mennoziou hag e oberou Doue kalz traou ne velomp ket sklear ennho, hag a lavar eo dleet koulzgoude rei ato gloar d’ann Holl-C’halloudeg, enn eur zigemeret he gelennadurez gant doujans.

Darn, emezho, a gav tenn hag amzere kredi mister ann Dreindet ha guirioneziou all evel-se desket d’eomp a berz Doue ; bemdez avad hag aliesoc’h, var