Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/225

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 216 —

penn hag o verka hon tal gant ann oleo sakr, a laka ar Spered-Santel da ziskenn ennomp. Ha ma n’en em ziskuez ket e furm eur goulm evel ma reaz deiz badiziant Hor Zalver, nag e furm teodou tân ec’hiz da c’houel Pantekost, dont a ra davedomp e guirionez koulz ha ma teuaz enn ebestel, nemed ar pec’hed a zarfe out’han dor hor c’haloun. Perak eta ne ra ket ennomp-ni ar burzudou a reaz guechall ?

D’ann ebestel ha da hiniennou euz ar gristenien genta e roaz eur c’halloud hag eunn deskadurez souezuz. Heb beza bet er skol ec’h anavezent hag e komzent iez ann holl broiou euz ar bed ; parea a iouent ive ar glanvourien, hag aliez e c’huezent adarre ar vuez enn dud varo. Ezom o devoa euz ar grasou-ze evit kelenn ar baianed hag ho gounid d’ar feiz ; rak-ze e veler c’hoaz avechou kement all o c’hoarvezout gant ar Visionerien er broiou gouez.