Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 215 —

deac’h e pe zoare e tiskennaz ar Spered-Santel, hag ar burzudou a reaz ennho.

Mes, n’eo ket d’he ziskibien genta hebken e roi Hor Zalver ar madou-ze. Hervez he bromesa, skuill a rai he c’hrasou var holl vugale Adam : effundam Spiritum meum super omnem carnem (Joel., ii, 28). Dalc’het en deuz d’he c’her, evel ma ra bepred, ha da bep hini ac’hanomp e tigas ar Spered-Santel, meur a vech enn hor buez. Badezet omp bet enn hano tri fersoun ann Dreindet, hag azaleg neuze, dioc’h a lavar sant Paol, oamp templ d’ann Aotrou Doue hag edo ar Spered-Santel o chom enn-omp, beteg ann deiz ma kuezomp enn eur pec’hed marvel bennag. Goude ann droug-ze, pa netaomp hor c’haloun dre eur govesion vad, pried ha mignon ann eneou a zeu adarre davedomp. Mes, dre zakramant ar Gomfirmasion dreist-holl eo ez omp peur-garget euz he c’hrasou. Aze ann Aotrou’nn Eskob oc’h astenn he zaouarn azioc’h hor