Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 153 —

e veljont dija ruillet kuit ar mean-ze a ioa braz divent. Hag o vont diabarz ar bez e veljont, azezet a zeou, eunn den iaouank guisket holl e guenn, hag e ouent sebezet. Hema a lavaraz dezho : N’o pezet ket aoun. Klask a rit Jezuz a Nazareth zo bet staget er groaz. Resusitet eo, n’ema ket ama, setu ar plas el leac’h m’oa lakeat gantho. Mes, it, lavarit d’he ziskibien ha da Ber, ez a araozoc’h d’ar Galilee ; eno her guelot evel m’en deuz lavaret d’ehoc’h.


Jezuz savet euz ar bez.


Eunn dra souezuz eo guelet ar c’henta kelou euz Resurreksion Hor Zalver roet d’ar gragez-ma e leac’h beza kaset da zant Per, ar penn euz ann Iliz, pe da zant Iann, ann abostol muia karet. Kement-ze a zo evit diskuez pegen kaer oa dirag Doue feiz ha karantez ann teir greg a ziblase araog ann deiz evit mont da