Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 152 —
Lazet e vez ive enn hor c’haloun dre ar pec’hed marvel, ec’hiz pa ve o c’houzanv adarre holl boaniou he Basion. Bezomp eta var evez da bellaat ann enebour-ze, evit ma vevo Jezuz bepred ennomp ; rak neuze e vevimp ive ganthan da viken e euruzdet ann envou. Evel-se-bezet-great.
AR ZUL FASK
(Sant Mark, Chab. xvi.)
————
Enn amzer-ze, Mari-Madalen, Mari, mam sant Jakez, ha Salome a brenaz louzou c’huez-vad evit mont d’ho lakaat gant korf Jezuz. Hag o veza, enn deiz kenta euz ar zizun, diblaset mintin-mad, e liguezent dirag ar bez da zao-heol. Hag e lavarent ann eil d’eben : Piou a denno d’eomp ar mean zo o stanka dor ar bez ? Mes, enn eur zellet