Iuzevien a gavaz brao hen tamall da veza eur Samaritan, ennn den guerzet d’ann diaoul. Ar Samaritaned a ioa peurvuia disprijet gant ann holl. Mes Jezuz ho c’harie, hag a ioa nevez bet o prezeg enn ho zouez. N’en devoa eta melkoni ebet o tremen evit eur Samaritan, ha ne reaz van euz ar gomz-ze. Ne felle ket d’ezhan avad beza kemeret evit mevel ann diaoul, hag e tiskleriaz krenn n’edo ket e servij ann drouk-spered. Hag evel ne rea ar Iuzevien evez ebet ouz he genteliou, ec’hiz pa n’ho c’hlefjent ket, e lavar d’ezho sklear aoualc’h eo guir Vab d’ann Tad holl-c’halloudeg, hag, eveld’han Doue a holl-viskoaz da virviken. Neuze ez eont e kounnar hag e kemeront mein o sonjal he laza.
C’hui marteze a varno heb damant ar Iuzevien ouz ho guelet ken dall a spered ha ker kriz a galoun. Leac’h zo, a dra zûr, d’ho zamall, pa ne gredont ket, goude
beza klevet prezegennou Hor Zalver, ha
10