Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/153

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 144 —

maro Hor Zalver. Edo eta abaoue dija pell amzer o kelenn ar bobl ; ha neuze ec’h achue eur brezegenn great ganthan enn templ dirag eunn niver braz a dud. Evel ma tize he lagad beteg guelet ar galoun, e velaz ne gredent ket he genteliou, ha raktal e c’houlennaz outho : Pehini ac’hanoc’h a ziskuezo am euz me faziet ? Den ne oue ken hardiz da zevel he vouez. Ha Jezuz a lavaraz adarre d’ezho : Ar virionez a lavaran d’ehoc’h eta penn-da-benn ; ha ma lavaran ar virionez, perak neuze n’am c’hredit ket ? — Ne oue ket tost d’ezho anzao ho digareziou ; ha Jezuz, gant aoun d’ho lakaat da ruzia n’ho diskuillaz ket ive. Evelato e falvezaz rei d’ezho eur gentel o lavaret : Neb zo a berz Doue, a zelaou komsou Doue. C’hui, var ho meno, a zo bugale da Zoue, euz lignez Abraham ; mes, ne anavezit ket ho Tad, pa rit fae var he gomsou ha var ann hini a zo digaset ganthan.

Pa n’oant ket goest d’en em zifen, ar