Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 113 —

digoll nemed meuleudi ann dud. Ar c’homsou varlerc’h a zo mad taoler evez outho. Enn amzer-ze, evit merk a laouenedigez, e lakeat louzou c’houez-vad var ar penn. Eaz eo gouzout ne c’houlenn ket Jezuz digant he ziskibien ober kement all ; mes, deski a ra d’ezho eo ret iun a galoun-vad, ha miret muia ma c’heller na ve anavezet a ziaveaz.

Enn deiz kenta-ma euz ar C’horaiz, ann Iliz a ro d’eomp ar gentel-ze ive, enn esper ma lakafemp guelloc’h da dalvout ann holl binijennou a raimp evit senti ouz he lezenn zantel. Mes, oc'h anaout hor sempladurez hag ann diegi on euz o staga d’ar boan e tigas d’eomp c’hoaz sonj euz ar maro, enn eur lavaret da bep hini ac’hanomp pa’z a da gemeret al ludu : Mab den, bezet sonj ez oc’h poultr hag e tistroot adarre e poultr, memento homo quià pulvis es et in pulverem reverteris. Dalc’homp eta eunn nebeut hor

spered var genteliou ar maro.

8