Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 112 —

leac’hiou kuzet, hag ann Tad-ze, a wel ann traou kuzet, ho paeo. Ne zastumit ket, da lakaat enn douar, madou a ve eno krignet gant ar mergl hag ar prenved, pe dizoloet ha samet gant al laeroun ; mes, dastumit evidoc’h madou enn env, el leac’h n’euz na mergl na prenved da grignat, na laeroun da furcha ha da skrabat. Rak, el leac’h m’ema ho tenzor eno ema ive ho kaloun.


Ar zonj euz ar maro.


Oc’h ober d’eomp kemeret nebeutoc’h a voued ha diouret avechou ar pez a gafemp guella, ar iun a zo eur binijenn galet. Evit doare, ann ebestel a ioa dizamant aoualc’h ouz ar boan-ze ; rag Hor Zalver ama ne gemenn ket d’ezho iun ; lavaret a ra hebken e pe c’hiz eo ret hen ober. Pa iunit, emezhan, diouallit da gaout stum eunn distrounket a rofe da gredi e rit pinijennou braz ; rak neuze n’o pe ken