Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —

Groas var zao, hag an enezis var he lerc’h e prosesion d’an iliz, eleac’h ma caner an oferen hag ar zervich a enterramant evel pa ve ar c’horf maro eno. Setu ar pez a voue great evit an tri bugel-ma. Caset e voue ar Groas da di ho zud, great e voue an nosvez veilla, hag antro-noz, d’ar guener, ez ejot gant ar c’hroaziou-ze d’an iliz e prosesion evel evit an enterramanchou.

Lezomp brema an eneziz, en ilis, da bidi evit hon tri bugel, ha deomp adarre var ar mor da velet petra a ioa c’hoarvezet gantho.

An tri botrik-ma a ioa daou anezho en oad a zek pe unnek vloaz, an trede, bianoc’h, n’en doa nemet eis vloas. An daou gosa a vouie rouenvat ; an hini bian avad ne vouie ket, ha n’en doa ket ken nebeut a ners d’hen ober. Pa velaz an daou vrasa ne c’hellent ket ren ho bag hag e pelleant ato a dis bras dioc’h an enez caer o doa poania, e crogaz aoun enho, rak guelet avoalc’h a reant edo ho buez var var. Neuze e trojont ho zonch varzu an Env da c’houlen sicour oc’h Doue hag oc’h ar Verc’hez santel. Dre gementse eo anat e voant bugale da dud boas da bidi, boas d’en em erbedi oc’h Doue hag oc’h he zænt. Anez, bugale en ho oad a vije en em laket da vouela ha da gunuc’hi, n’o divije ket sonjet avad da glask sicour euz an Env. An daou gosa-ta a lavaras d’an hini bian : kea var da zaoulin aze ha lavar da bedennou. Ar potrik kez en em laca-ta da bidi. P’en doa lavaret kement peden a vouie, ar re vraz a lavare dezhan : Lavar adarre ! hag hi ive, pa veze eat skuiz avoalc’h ho divrech o rouenvat, a rea eun ean, a bede evel an hini bian, hag a lavare pe a gane an Ave, Maris Stella. Merdaidi an enezennou-ze zo boas d’en em erbedi oc’h Stereden ar Mor. Pa zeont euz an enez e canont an Ave Maris Stella, pa