Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —

bras. Neuze eno e savas prez. Ar bagou pesketa a voue distaget hag al lian savet evit nijal varlerc’h ar vugale geiz. Bagea a rejont tro var dro d’an enez, a dreuz hag a hed, a bell hag a dost, da velet hag hi a gafche eur roud, eun ditour bennag euz ar vak vihan ; furcha a rejont kement karreg a zo er plek-mor-ze, hogen, en aner ; netra ne gafchont. Antronoz, d’ar Merc’her, ez ejont adarre da riboullat ar mor ; mont a rejont a bell, bete Bro-zaus pe dost, ha netra, amzer gollet. D’ar iaou vintin, tud ar vugale a ieas c’hoaz er mor d’ho c’hlask ; goude creis-deiz avad, evel ne chome mui esperans ebet gantho d’ho c’haout, ec’h eanjont d’ho c’hlask. An oll a grede ferm neuze e voant beuzet, ha n’en doa ket ar mor distaolet zoken eur planken nag eur vrochen euz ar vak da ziskuez e peleac’h en devoa ho lonket.

En Eusa ez euz eur c’his meulabl meurbet, hag a ziskuez pe gen douget eo tud an enez da bidi evit ar re varo. Pa deu da unan bennak coll he vuez er mor ; ar pez a zigouez eur vech en amzer, rak evel ma zint oll pesketerien, ha ma tremenont ho oll amzer var ar mor, ne deo ket souez e tigouesse gantho eun darvout bennak beb er mare ; an enezis, pa deuont d’an douar a ia d’an ilis da gerc’hat ar Groaz, hag he c’has da di an hini beuzet. Avechou tud an ti-ze n’o deus ket bet c’hoaz a gelou euz an darvout digouezet ; hogen pa velont ar Groas-ze e c’houzont mad, ep ma ve izom d’hen lavaret dezho, ez eo eat unan euz ho zud da anaoun. Sevel a rer neuze eur chapel venn da lacat ar groaz, evel pa ve eno eur c’horf var varf-scaon. Kerent hag amezeien en em zestum eno da ober eun nosvez veilla, da dremen an noz o pidi evit an hini maro. Antronoz da vare an enterramanchou, e touger ac’hano ar