Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —

Hag ar beden-ma a ra ar vartoloded pa dremenont dre eno :

Va Doue, va sicourit evit tremen ar raz.
Rak va bag a zo bihan, hag ar mor a zo braz.

Lod euz ar besketerien a lavar evelen :

Rak va bag a zo bihan, ar mor zo treitour braz.

E guirionez, euz an douar braz, e za eno er mor evel diou liven gein pe diou gern menez hag a zo evit guir goloet gant an dour, n’emaint ket avad doun avoalc’h evit ma chomfe ar mor plean pe gompez aziout-ho. Etre an daou lostad menez-ze ez eus c’hoaz aleiz a gerreg, hag an houliou mor, torret gant ar cherrek-se a ia ama hag ahont, a zao evel goaziou pe steriou e creiz ar mor, a red eün pe a dro e tro, ha n’eus nemet martoloded ar c’harter, ar bleizi-mor evel ma chalver ar sturierien arroutet-ze divardro, hag a c’helfe mont dreist ar c’houagou-ze ep en em lacat var var da veza lonket tud ha bag. An diou liven-ze en em asten, unan euz a Bennmarc’h, eben euz a Benn-ar-bed pe euz a gichen St-Vaze-Conk-Leon, meur a leo er mor ; var ar genta anezo ema enez Sizun, ha var eben enez Molenez hag enez Eusa, hag ez euz eno etrezho eun dachennad vor a c’hell caout pemzek pe zoken ugent leo ahed ha kement all a ledander, hag an dachennad vor-se ne d’eo morse brao mont varnezhi.

En enez gouscoude e voa savet prest clask d’ar vugale-ma. Ho c’herent, pa voant deut d’ho ziez euz an oferen bred, o velet ne zigouezent ket er gear evel ar re all, a zouetaz e voant eat da neiziaoui, hag a ieas d’an aod d’ho c’hlask. Eno e veljont buan e vanke eur vak vian, ha n’o devoue douet ebet na voant bet poulzet gant ar mare o tisken er mor