Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —

ne lavaras ger dezhi hag a lezaz ar c’hras da ober oll. Rozali a deuaz erfin d’ar gouent evel pa vije poulzet, en despet dezhi hag en despet d’he zud. Ne grede ket e chomje ouspen pemzek dez er gouent. Abenn neuze, emezhi, e vije maro pe e vije deut er meas. Mes eno e cavaz ar peoc’h a glaske ; eno e voue unan a vignonezed Mac’harit-Mari, hag e tescas ganthi ar burzudou a garantez euz a galon Jesus.

————


Pelerinach Paray-le-Monial
————

D’an 29 a viz even e tigoueze vardro antercant euz hon deputeet, eur baniel gaer en ho fenn, evit en em gonsacri da galon Jesus. Ar baniel-ze a zouge merket e voa bet roet gant cant antercant euz an deputeed, hag ouspen antercant all a zisclerias goudeze e felle dezho en em lacat e reng ar re o devoa he roet.

An deputeed a ioa pardonerien all oc’h ho heul ep conta tud ar parreziou divar dro Paray a ioa diredet en devez-ze. An oll, goazed ha merc’hed, a zouge var ho bruched skeuden ar galon sacr gant croas ruz ar belerined. Oll e canent cantik calon Jesus, ha kementse gant eun devosion ker birvidik ma teue an daelou euz an oll daoulagad.

Aotrou Escop Autun a c’hortoz e an deputeed e chapel ar Vizitation. Ar chapel a ioa goulaouet caer, hag ar panielou zo enhi lezet gant ar belerined, a ro eun taol lagad dudius meurbet. An deputeed a akeuz eno ive ho faniel, ha neuze an escob a lavaraz