Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —

an oferen. Goude m’o devoa an deputeed communiet ha great ho action a c’hras, unan anezho, an Aotrou Belcastel, a reaz a vouez huel an act a gonsecrasion-ma :

« En hano an Tad, hag ar Mab, hag ar Speret-Santel.

Evelse bezet great.

« Calon Sacr a Jesus, dont a reomp d’en em gonsacri deoc’h, ni hag ar re euz hor c’henvreudeur o deuz ar memes santimanchou ganeomp.

« Goulen a reomp pardon ouzoc’h euz an oll droug on eus great ; ho pidi a reomp da bardoni ive d’ar re a vef disparti diouzoc’h.

« E kement ha ma on eus perz enhi, e kement ha ma sell ouzomp, e consacromp deoc’h ive euz hon oll nerz hag hon oll ïoul, ar Frans, hor bro muia caret, gant he oll oberou a feiz hag a garantez. Goulen a reomp ma renot varnezhi dre an oll c’hallout euz ho cras hag euz ho carantez santel. Ha ni hon unan, pelerinet ho Calon Sacr, ni pere hoc’h ador hag ho reseo en ho sacramant bras, ni diskibien fidel d’ar gador ha ne c’hell ket fazia euz a Sant Per, a behini e zomp eurus da ober hirio ar gouel, ni en em gonsacr d’ho servic’h, ô Doue ha Salver Jesus-Christ, o c’houlen diganeoc’h, gant humilite, ar c’hras da veza oll deoc’h, er bed-ma, hag en eternite. Evelse bezet great.

« En hano an Tad, hag ar Mab, hag ar Speret-Santel. Evelse bezet great. »

Kement a gleve an act a gonsecration-ze a ioa teneret ho c’halonou.

An Aotrou’n escop de Leseleuc en deus comzet evelen oc’h an deputeed.

« Evit senti oc’h Aotrou Arc’hescop Tour, oc’h santimanchou va c’halon, hag evit ive ober va dever