Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/504

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 488 —

paket he unan da genta dindan, a efas muioc’h eget en doa c’hoant da ober. Sevel a c’hellas gouscoude var gorre ha cregi en eur mean a deue he benn eur pennad euz ar vri ; delc’her a c’helle evelse he benn er meaz euz an dour. Ne c’helle ket avad sevel hueloc’h caer en doa clask cripat ha terri he ivinou ha lacat he viziet leun a c’hoad ; rag ar vri a ioa sounn hag a rea zoken bolz a ziouthan.

O velet-se ar poder a doue hag a vlasfeme evel eur c’hrouier, pe kentoc’h evel eun den daonet. E guirionez n’oa ket goal vrao ar stal ganthan eno, an dour ne dlie ket beza re dom, rag an dra-ma a ioa da noz Nedelec. Clevet a rea tud divar ar meaz o tont dre an hent euz ar pelgent, lod anezho o cana eun nouel bennag en henor d’ar mabik Jesus. Ar poder a grie, mes an avel a ioa cre, hag he vouez, euz an toul-ze, ne dea ket beteg an dremenidi. Kementse hen lakea da doui ha da egari goasoc’h goas.

Hogen araok fin an noz e savaz arneu, ar gurun a deuas da groza, eur glao dourbil a goezaz, hag an dour a greske hag a huelee en toul lagen. Strafuillet oll ar poder a vele ez ea an dour da c’holo he benn, hag e voa great ganthan.

Ouspen-ze skuis maro oa, he nerz a iea da vancout dezhan, he zaouarn a ioa cropet, hag e vele ervad e tiscrokje ep dale euz he vean. Al luc’het hen dalle, hag e sante an dour o sevel beteg he c’hinou. Neuze gouscoude, en he strafuil e teuaz euz he c’hinou ar c’homzou-ma :

— O va Doue ! O va Jesus ! va zaveteit ; mont a ran da goll !

Ar beden-ze a ioa eun eulfen a feiz a zihune e gouelet he ene. Kerkent e teuaz eul luc’heden scrijuz hag eun dalm gurun ker cre ma reaz eur